Merañ tud a-youl vat en un doare aes
Kollet oc'h gant ar merañ tud a-youl vat evit ho tarvoud ?
Aesaat al labour-se evidoc'h a ra hon ostilh.
Nebeutoc'h a labour
En ur fiziout an trevelloù disheñvel er penn-skipailhoù, n'ho peus ken da verañ pep tra hoc'h-unan : pep skipailh a c'hall bezañ savet dizalc'h diouzh ar re all.
Pa vez lakaet un den a-youl vat en ur post e vez gwiriet emgefre e amzer dieub, n'eus risk fazi ebet ken !
Darempredoù prim
Pe evit aozañ un emvod prientiñ, pe evit un titour diwezhañ a-raok an darvoud, gallout a rit kas ur postel e daou glik d'ar strollad tud a-youl vat a fell deoc'h :
- Lakaet en ur post resis
- Lakaet en ur skipailh resis
- An holl dud a-youl vat
- An holl dud e-karg eus ar skipailhoù
Tizhadus a bep lec'h
N'eus ket ezhomm da staliañ meziant ebet, gallout a rit tizhout ho roadennoù diouzh ne vern pe verdeer, war hoc'h urzhiataer, ho pellgomzer hegerz pe ho tablezenn.
An dud a-youl vat a sell aes ouzh o postoù da bep mare, hep bezañ ret dezho gervel ar penn-skipailh. An emrenerezh-se a zigresk karg labour pep den e-karg.
Darvoudoù a bep ment a aesa o aozadur gant Volunteo
75 den a-youl vat
200 den a-youl vat
600 den a-youl vat
1500 den a-youl vat
Ur sell hollek
Gwel hollek ar skipailhoù a aotre ac'hanoc'h da c'houzout feur leuniañ pep hini anezho, evit mont war-eeun d'ar re n'int ket klok c'hoazh.
An ivinell "Marilhoù" a aotre ac'hanoc'h da heuliañ ar c'hemmoù diwezhañ graet gant an dud e-karg all.
Aozadur dre skipailhoù ha postoù
Ar skipailhoù a dalvez da zasparzhañ al labour aozañ etre an dud e-karg, hag a c'hall tizhout ur skipailh hepken, da skouer.
Pep skipailh a zo rannet e postoù, a c'hall klotañ gant ur rannadur dre zevezh pe dre lec'h ar skipailh, da skouer.
Leuniañ ar postoù en un doare poellek
An niver a dud a-youl vat rekis evit ur post a cheñch alies hervez ar mare eus an deiz. Ur post boued, da skouer, a c'hall goulenn muioc'h a dud a-youl vat eus 12e da 14e eget eus 14e da 18e.
En ur dermenañ an ezhommoù tud a-youl vat dre brantadoù eur e tegemerit un daolenn resis-tre, a c'hallit leuniañ en ur dibab e-touez an dud a-youl vat dieub.
Aozit, silit an dud a-youl vat
Goude bezañ kadarnaet enskrivadurioù an dud a-youl vat e c'hallit gwelout aes ar re a fell dezho kemer perzh en ur skipailh, ar re n'int bet lakaet e lec'h ebet, ha mont e darempred ganto aes.
Gwelout holl ditourioù un den a-youl vat
Pajenn an den a-youl vat a zalc'h an titouroù-mañ diwar e benn :
- daveennoù darempred klok
- dibaboù evit skipailhoù zo
- amzerioù dieub (deiz/eur)
- postoù ma'z eo lakaet
Pep den a-youl vat en deus e bajenn dezhañ, evit gwiriañ e bostoù, ha diwarni e c'hall mont e darempred gant e dud e-karg.